Thurisaz

Þurisaz ᚦ (pe Thurisaz) eo an trede run eus ar Futhark hag ar rann gentañ anvet Fehu / Fraujaz / Freyr. Diaraoget eo gant Ūruz hag heuliet gant Ansuz. Anvet eo Þorn (Thorn) en hensaozneg ha Þurs (Thurs) e norseg.

*Þurisaz eo ar stumm kentgermaneg, adsavet diwar an norseg, an henalamaneg izel thuris hag an henalamaneg uhel duris-es («ar ramz»).

Er wengelouriezh finlandat eo Tursas un euzhvil-mor, ha d'ar c'houlz-se e oa azaouezet bro Finland evel tir ar jötnar er wengelouriezh lec'hlennat[1]. Dre-se e voe kendeuzet gant Thor / Donar, lazher ramzed, ha gant e vorzhol Mjöllnir. Ha rouesoc'h e veze ereet ouzh an doue gwidreüs Loki, a zo ramzed e hendadoù. Hogen ned eus ere gerdarzhel ebet etre Þōrr (Thor) ha þurs, ar ger a dermen ar ramzed. Ar ger kentañ a dalv Þunor (kurun).

En hensaozneg e raed Thorn (Þorn, Ðorn) eus ar run ᚦ, hag a vev hiziv dindan stumm al lizherenn islandek Þ. Thorn (draen) n'eo ket ereet ouzh Thurs, daoust ma oa tostaet an daou c'her dre ma voe graet ur c'henning eus an eil[2] er varzhoniezh runek saoz.

Ar run-se a arouez ar son [θ]. Hennezh, boutin er yezhoù germanek, ne oa ket anezhañ el lizherenneg latin. Neuze e voe amprestet diwar ar futhark evel lizherenn latin ouzhpenn dindan anv thorn, da gentañ evit skrivañ an hensaozneg, hag an norseg diwezhatoc'h. Implijet e vez atav er skritur islandek.

  1. (en) Fornjot and the Settlement of Norway
  2. (en) Poème runique anglo-saxon

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search